Brooklyn Nine-Nine

Brooklyn Nine-Nine
Krouer Dan Goor
Michael Schur
Aktourien bennañ {{{Aktourien bennañ}}}
Bro orin SUA
Doare Polis, Fent
Koulzadoù 8
Abadennoù 153

Brooklyn Nine-Nine zo ur sitkom stadunanat hag a gont troioù-kaer skipailh departamant polis New York (NYPD) komiserdi n°99 Brooklyn. Jake Peralta, un igounier bourdus, eo an dudenn bennañ. Pennadiñ a ra alies ouzh urzhioù ar c'habiten nevez ha dic'hoarzh a zo o paouez erruout, Raymond Holt.

Skignet eo bet war Fox adalek miz Gwengolo 2013 ha war NBC adalek miz Genver 2019 betek miz Gwengolo 2021. Roet eo bet Golden Globe ar stirad skinwel doare komedienn wellañ d'ar c'houlzad kentañ ha Golden Globe an aktour gwellañ en ur stirad skinwel doare komedienn da Andy Samberg hag a c'hoari an igounier Jake Peralta. Un Emmy Award zo bet gounezet gant Andre Braugher hag a c'hoari ar c'habiten Raymond Holt.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy